Kit dreistvevañ

nevez e bannlevioù Breizh

 

 

visuel couv kit de breton


Aozer : Katell Leon ha Visant Roue

Treser : Degast'

Dont er-maez : Gwengolo 2013

Skignet gant : Coop-Breizh

Ment : 17x17 cm  Broché

ISBN : 978-2-36312-010-6

Priz : 13 

niver a bajennoù : 160 (Pevarliverezh)


 


Extrait PDF


 

 

An aozerien

Kelennerez brezhoneg er skolaj e Naoned ha Sant-Ervlzan eo Katell Leon. Prezidantez kevredigezh Kentelioù an noz e oa. Savet he deus ivez daou strollad c’hoariva : Electrake ha Joyi.

Kelenner brezhoneg evit an dud deuet eo Visant Roue.

An treser

Treser eo Degast’. Merdeiñ a ra etre tresadennoù, tresadennoù bev ha livouriezh. Abaoe 2005 e ro dezhañ ur privilej d’an dresadenn fentus. Skeudennaouet en deus meur a levr gant Ti-embann Sav-Heol hag An Amzer embanner (Le galo qhi q’c’ét don ? e 2011, Le guide du bretonnant e 2010).

Kinnigadur

Ur « c'hit dreistvevañ » hag e « bannlevioù Breizh » war ar marc'had ? Eya, eno ez eus brezhoneg ivez ha muioc'h-mui zoken p'emañ ar braz eus ar Vretoned o chom e kêr ! Se zo kaoz ez eus kinniget deoc'h er pajennoù da heul un tañva eus ar brezhoneg… hep bezañ erru poazh ganti ! C'hoant 'peus da c'houzout un tamm penaos en em zistripañ e brezhoneg en un toull-noz, war an draezhenn, en ur stad mell-droad pe war internet ?

Ho mignon gwellañ e vo ar « c'hit dreistvevañ » ! Petra c'hoazh ? Mennet oc'h da vont gant ul live yezh laosk a-walc'h pa vez ret, 'fi n mont gant an ton a zo dleet kavout bepred p'en em gavoc'h gant ar varaerez, ar skarzher tud pe ho mamm-gaer ? Kit da heul istor al Livoured, ha dreist-holl hini Mark ha Laura a viz da viz : ne voc'h ket dipitet…

Ready ? Tizh dezhi Yann-Vari

.

?>?>?>?>?>