Ce que vous avez toujours voulu savoir sur

le breton !

 

visuel_Buannic


Aozer : Lionel Buanic

Trezer : Degast'

Dont er-maez : Genver 2013

Skignet gant : Coop-Breizh

Ment : 14,5 X 22,5 cm 

ISBN : 978-2-36312-009-0

Priz : 9,50 

Niver a bajennoù : 128


pren0b

 


Extrait PDF


 

 An aozer

Kazetenner eo Lionel Buannic, kalz prizied gant ar vrezhonegerien evit e bennadoù brezhonek embannet gant Le Télégramme e-pad c'hwec'h vloaz. Savet e oa gantañ e miz Kerzu 2006 al lec'hienn " Brezhoweb.com " e-lec'h m’az eo skignet " talk shows ", tresadennoù bev, rummadoù ha filmoù e brezhoneg. Aozer eo Lionel Buannic Spered ar vro – Les chroniques de Lionel Buannic embannet gant Le Télégramme e 2005.

An treser

Treser eo Degast’. Merdeiñ a ra etre tresadennoù, tresadennoù bev ha livouriezh. Abaoe 2005 e ro dezhañ ur privilej d’an dresadenn fentus. Skeudennaouet en deus meur a levr gant Ti-embann Sav-Heol hag An Amzer embanner (Le galo qhi q’c’ét don ? e 2011, Le guide du bretonnant e 2010).

Kinnigadur

Plij a ra deoc'h ar Brezhoneg met ne gomzit ket anezhañ ? Deskiñ a rit ar brezhoneg met ne vestroniit ket anezhañ c'hoazh ? Skoliatet eo ho pugale e brezhoneg ha fellout a ra deoc'h gouzout muioc'h ? C'hwi zo tourist e Breizh hag en em c’houlenn a rit hag-eñ, e vez lavaret " Ti " pe "Kêr" evit " maison " ? Neuze, al levr-se zo graet evidoc'h.

Awenet eo al levr gant ar c’hronikoù " E brezhoneg mar plij ! " donet war wel er gazetenn “Le Télégramme" hag a oa graet da reiñ titouroù diwar-benn ar brezhoneg en ur stumm skañv ha fentus.  

 


?>?>?>?>?>