Gant an Amzer an ajañs, a oa bet krouet e miz Mezheven 2010 e Pornizh, e vez aozet abadennoù, kendivizoù ha saloñsoù tro-dro d’ar yezhoù dre vras ha da sevenadur Breizh dreist-holl. Labouret e vez gant e-leizh a gevelerien evel skolioù liesyezhek Breizh – evit aozañ da skouer ar c’hendiviz « peseurt politikerezh yezh evit Breizh an 21vet kantved ? » da-geñver 20vet deiz-ha-bloaz ar gevredigezh Dihun – pe c’hoazh gant ar strollegezhioù tiriadel.

An Amzer an ajañs a gas raktresoù embann war-raok ivez evit tiez embann.

Merdeadenn vat !

 

?>?>?>?>?>